Labour-douar pad

Strollatadur hengounel maiz, fav ha koulourdrennoù e Mec'hiko.

Al labour-douar pad pe ar permakultur zo un doare da c'hounit plant, frouezh ha legumaj dreist-holl, o trevezañ doare an natur da vont en-dro. Krouiñ ekoreizhiadoù eo e bal. Un argerzh divezel ha padus eo.

Ijinet e voe ar ger "permaculture" e 1978 gant an Aostralianed David Holmgren ha Bill Mollison diouzh an dro-lavar saoznek "permanent agriculture" hag ivez "permanent culture" dre m'eo a-bouez an tuioù sokial ivez. O fal e oa kaout ur reizhiad padus diwar skouer labour-douar naturel ar Japanad Masanobu Fukuoka.

Ledan eo ar meizad. Talvezout a ra al labour-douar pad d'al labour-douar met ivez d'ar c'hoadeier, d'al loened ha d'an annez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search